Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Poltred, Saig JESTIN, medisin ar c’hleuzioù. Pennad* eus Manon Deniau gant "Bretons".

D’ar pemp a-viz Here 2024 e oa bet roet Kolier an Erminig 2024 da Saig Jestin gant Skol-Uhel ar vro.

Abaoe ouzhpenn 50 vloaz e sav en-dro kleuzioù Bro-Leon ha Bro-Dreger difreuzet abalamour d’an

adlodennañ lañset er bloavezhioù 1960. Gant e gevredigezh Skol ar c’hleuzioù e kelenn d’an dud e

vod da sevel anezho.

* Pennad e c'haller moullañ gant (Ktrl P)

• Strizh eo an hent evit mont da vaner Kermoruz. Pradoù kaol-fleur a zo tro-dro ha savadur gwenn

Kevredad Kevelouri Labour-douar a laz stroll (SICA e galleg)

Kastell-Paol a vez gwelet e foñs ar c’hoad. Mil gwezenn kistin, faou ha derv a zo bet plantet gant

Saig Jestin pa oa degouezhet er vro pemzek vloaz zo. Amañ e kempenn div lodenn eus ur maner

savet etre ar pemzekvet kantved hag ar c’hwezekvet kantved.

• Mil gwezenn all en doa plantet war kleuzioù savet gantañ. A-gleiz hag a-zehoù emaint eus an alez

vras ha diouzhtu e vezont gwelet pa dremener gant an oto : « Atav ‘mez graet kleuzioù e pep lec’h

on bet o vevañ », emezañ, azezet ouzh taol dirak ur volennad kafe e sal ar maner e-lec’h m’emañ o

vevañ. « An endro hag ar glad ‘blij din ».

• Se zo kaoz e oa bet roet kolier an Erminig 2024 dezhañ d’ar 5 a-viz Here gant Skol-Uhel ar vro e

Argantred ar Genkiz, en Il-ha-Gwilen. « E penn kentañ on bet souezhet un tammig bihan met

soñjet ‘meus e raen un dra vat abaoe hanter-kant vloaz », eme ar c’helenner bet war ar jedoniezh

en ur vousc’hoarzin.

« Ur spont ! »

• E Kastell-Paol, war maezioù Bro-Leon e Penn ar bed, emaomp. Er gumun e oa bet lañset er

Bloavezhioù 1960 ar SICA evit difenn interestoù al labourerien-douar gant mennozh al Leonad

Alexis Gourvennec, peizant ha sindikadour yaouank. E-mod-se eo aet war-raok sistenn fonnus labour-

douar Breizh goude an Eil brezel-bed. War un dro e veze skoret da zifreuzañ ar c’hleuzioù a oa etre

ar parkeier. Seul vrasoc’h e oant, seul vuanoc’h ez afe gant an traktourien enno.

• Diaes e oa dija d’an dud a felle dezho mont a-enep ar sistem-se en deus soñj Saig Jestin : « Fañch

Causeur, chaseour eus Plouarzel, ‘noa goulennet un astenn arc’hant gant renerezh

Departamant al labour-douar (DDA) e Kemper evit ober kleuzioù nevez ha respontet ‘oa bet

dezhañ : « Ni a bae nemet evit freuzañ. » Ur spont edo ! »

• Hennezh en doa gwelet e dud oc’h ober kleuzioù mod-kozh gant amezeien pa oa mous : « Va zud

oa peizanted eus Vourc’h-Wenn ha chañs ‘meus bet o welet anezho oc’h ober gant an dorn. »

Dre forzh ober en deus desket an daou deknik, gant an dorn ha gant an traktour. N’en deus ket

ehanet abaoe ha « degadoù ha degadoù » en deus savet etre Kastell-Paol ha Pouldouran, e Bro-

Dreger, an div barrez e-lec’h m’emañ o chom.

Douar eus ar parkeier war an hent.

• E 1998 en doa krouet ar gevredigezh Skol ar c’hleuzioù evit ur raktres pedagogel. O labourat e oa e

Lise labour-douar Peurid-ar-Roc’h e-lec’h en deus tremenet e vuhez micherel : « Ur c’hilometr a

gleuzioù hon a savet gant bugale ar skol gant an trakto ! » Da c’houde e oa bet goulennet

digantañ sevel un diskouezadeg divyezhek, e galleg hag e brezhoneg. « Kalz labour eo bet ! N’on

ket paotr ar skrivañ nag al lenn », emezañ.

• E sal vras maner Kermoruz e chom un nebeud panelloù eus an diskouezadeg-mañ. Lakaet int bet

evit Devezhioù ar glad hag a vez e miz Gwengolo. Keñveriañ a ra Saig Jestin ar postoù betoñs hag

Ar girzhier a zo bet lakaet e-plas ar c’hleuzioù gwezek. En ur lenn ar panelloù e vez komprenet « ne

harzont ket ouzh an avel, ne viront ket nag ouzh an dour-glav nag ouzh an dour-hañvouez da

ruilhal ».

• Tregont vloaz zo e oa bet skrivet met ne’z a ket gwelloc’h ar jeu. Efedoù an difreuzañ a vez merzhet

c’hoazh er vro : « Lavaret e vez gant ar gevredigezh Breizh Bocages e vo cheñchet penn d’ar

vazh oc’h ober girzhier met ne cheñch ket kalz rak a-wezhioù e vez glav e Breizh ! Gwell eo

sevel kleuzioù ! » E fin miz Gwengolo, teir sizhun a-raok hon emgav, e rae « glav pilh » ha douar

eus ar parkeier zo aet war an hent-bras e-kichen. Douar zo bet betek ar maner ivez ha chom a ra un

nebeud er porzh. Pa vez kaset douar lous gant ar glav e vez saotret ar sterioù hag ar mor, aze emañ

an dalc’h.

« A-us d’ar re all »

• Gant skol ar c’hleuzioù e kelenn e galleg hag e brezhoneg d’an dud dedennet gant ar glad. Ar

c’haner ha barzh Louis-Jacques Suignard en doa graet anaoudegezh gantañ pa oa bet en ur staj e

Bro-Dreger : « Gant ‘se ‘moa komprenet al liamm gant ar c’hleuzioù hag an doare da lenn an

dremmwel. Saig Jestin zo a-us d’ar re all, gwel ‘a ra ar c’hudennoù hag ober a ra an traoù evit

ar vro. Ur gwir skouer eo. »

• E-giz-se eo deuet ar soñj dezhañ da skrivañ ur ganaouenn diwar e benn. E 2000 e oa deuet er-maez

Medisin ar c’hleuzioù ha dibaoe e vez kanet ingal gant bugale skolioù Diwan ar pozioù-mañ :

« Paneve ar c’hleuzioù / Ne vefe Breizh nemet un dorn goullo / Un dorn goullo mat da netra /

Re bar da hini ur c’hlasker bara. »

• Erruet eo Saig Jestin da « oad an diaoul » hag o skuizhaat emañ. O sellet ouzh daou gleuz koazhet

e lavar : « N’eo ket me a raio, graet ‘meus va lod ! »